Ul lec’hienn skouer gant an natur, ar glad hag ar sevenadur

E Breizh, en Aodoù-an-Arvor etre Pempoull ha Pontrev, emañ Domani-departamant ar Roc’h-Ugu, ul lec’hienn skouer gant an natur, ar glad hag ar sevenadur hag a oa bet prenet e 1958 gant Departamant Aodoù-an-Arvor. Ouzhpenn 64 hektar ac’h a d’ober Domani ar Roc’h- Ugu, en un takad natur gant girzhier m’eo stank al loened hag ar plant, ha ma vez lusket ar mareoù eus ar bloaz gant diskouezadegoù, arvestoù, sonadegoù, atalieroù, prezegennoù ha baleadennoù en natur.

Ur maner breton eus ar XVvet kantved

Kastell ar Roc’h-Ugu zo ur savadur eus ar XVvet kantved gwarezet evel monumant istorel, hag a oa bet prenet gant Departamant Aodoù-an-Arvor e 1958.

Savet e oa bet evit diwall aber an Trev. Ar roud diwezhañ eo eus ur steudad difennoù hag a oa etre Pontrev hag Enezeg Briad. War a gonter e vije bet lakaet sevel ur voudenn-gastell en XIvet kantved gant un den anvet Jagu, ha tamm-ha-tamm e vije bet treuzfurmet en ur c’hreñvlec’h mein d’an XIIvet ha XIIIvet kantved. Distrujet e oa bet ar c’hastell e-kerzh brezel Hêrezh Breizh (1341-1365), ha lakaet adsevel adalek 1405 gant asant Yann V (1389 – 1442), dug Breizh, evit an itron nobl Catherine Trogindi, perc’hennez al lec’h, « gant ma c’hallo an dug mont ennañ pa garo hep bezañ harzet gant Catherine meneget a-us ». Frañsez II, dug Breizh, a lakaas douaroù ar Roc’h-Ugu da vont da varoniezh e 1487. Perc’hennet e oa bet gant meur a familh disheñvel dindan ar Renad Kozh.

Ur monumant istorel gwarezet eo abaoe ar 25 a viz Even 1930 ha legadet e oa bet gant beskont Alès da Guzul-departamant Aodoù-an-Hanternoz e 1958.

An hentad pad "Ur wech e oa ar Roc’h-Ugu..."

E rez-an-douar ar c’hastell emañ an hentad pad « Ur wech e oa ar Roc’h-Ugu... » ma c’haller gouzout hiroc’h war ar vuhez pemdez en un aotrouniezh vreton e fin ar Grennamzer. Laouen e vo ar re vihan koulz hag ar re vras oc’h ober anaoudegezh gant ar mil sekred warn-ugent a oa gant ur maner breton er XVvet kantved.
An 3 fezh pennañ a gaver e rez-an-douar eo ar gegin, ar sal vras hag ar selier. Mont a reer d’an estajoù gant biñsoù.

Estajoù gouestlet d’an diskouezadegoù berrbad

Ne chom tamm pezh arrebeuri ebet eus ar mareoù ma oa bet tud o vevañ er c’hastell, gant-se e c’hall ar weladennerien sellet pizh ouzh perzhioù arkitektouriezh ar batis.

Diskouezadegoù berrbad a vez staliet bep bloaz, abaoe 1968, gant skipailh an Domani e-barzh estajoù ar c’hastell.

Ar pep kaerañ eus ar weladenn ? Framm koad ar c’hastell eo, ibiliet penn-dabenn ha renevezet e koad derv er bloavezhioù 1960 gant Kompagnuned an Dever.

Ouzhpenn-se e kinniger ur programm sevenadurel puilh evit klokaat ar c’hinnig sevenadurel ennañ : sonerezh, c’hoariva, dañs, chomadennoù arzourien, prezegennoù, atalieroù ha kement zo.

Al levraoueg : ul lec’h dic’hortoz

E-barzh an eil estaj er c’hastell emañ al levraoueg, a zo digor d’an dud a zo ur bilhed mont e-barzh gante. Enni e kavfet un dibab levrioù war temoù a bep seurt da lenn war al lec’h, hag un tamm saloñs evit diskuizhañ pe c’hoari echedoù e-tal-kichen ar siminal.
Prezegennoù, arvestoù hag abadennoù a-wechadoù evit ar skolioù a vez aozet ingal el levraoueg.